An Dasson : ar gelaouenn divyezhek a zo deuet er maez

Sommaire publié le 18/08/09 4:32 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/15/15869/15869_1.jpg

«Deuet eo er-maez niverenn 70 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad a ziar-benn ar priz lennegel Sten Kidna, roet e 2009 evit ar wezh kentañ get kumun Ar Bono ha Kerlenn Sten Kidna d'ur romant e brezhoneg embannet e 2007/2008. Ar priz a zo deuet da vMich Beyer evit Etrezek an enez, met ar c'hwec'h romant a oa war ar renk a zo kinniget barzh An Dasson. Ennan e kaver ivez un atersadenn get Michel Demion, kuzulier kêr ar Bono, hag en deus bet ar sonj sevel ar priz-se, hag ur pennad all a ziar benn Sten Kidna, an den (ar barzh, ar stourmer evit Breizh, ar c'helenner, bet savet getan kentelioù noz brezhoneg en Alré e kreiz ar bleadeù 60)... Temoù all a zo barzh An Dasson 70 : »Studierion ha demokratelezh« (a zivout ar pezh a zo bet e skol veur Roazhon ar mizioù paseet); un tañvad ag eil levr »Etrezomp e brezhoneg«, kronikennoù Job Jaffre embannet e 1982-83 barzh La Liberté du Morbihan, dastumet get Daniel Doujet; hag ivez ar brezegenn fromus bet lâret get Jakez Madeg, eil-vaer Lokmaria-kaer pa a oa bet sinet karta Ya d'ar brezhoneg get ar gumun-se d'ar 25 a viz Ebrel 2009. 40 bajenn, divyezhek penn da benn. An Dasson niverenn 70 a vez gwerzhet e stalioù levr : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré); stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Koumanant peder niverenn : 25 euro (dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?