An Dasson 75 a zo daet er maez !

Sommaire publié le 25/04/12 12:02 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/25/25656/25656_1.jpg

Emañ An Dasson n° 75 é paouez dont er-maez. Ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna. Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg hag e galleg ; met en niverenn-mañ emañ bet lakaet ar gaoz àr ur yezh arall : kreoleg ar Gwadeloup.

Un ezel ag ar Gerlenn, Christian Le Meut, a zo aet du-hont hag en em gavet eo get Hector Poullet, arbennigour àr ar c'hreoleg, bet kelenner kreoleg ha matematikoù er skolajoù. Un digarez eo da genveriañ stad an div yezh : hervez Hector Poullet, etre 90% ha 95% ag an dud a zo é chom er Gwadeloup a gomz kreoleg. A-ven e ta ar yezh-mañ ? Ha desket e vez er skol get ar vugale ? Pe er gêr ? Ha klevet e vez er straedoù peotramant er skinwell ? Pegourz e vez dibabet get an dud komz galleg pe kreoleg ? Peseurt liammoù a c'heller gwelet etre stad ar c'hreoleg ha kani ar brezhoneg, div yezh e dalc'h ar memes lezennoù, re stad Bro C'hall ?

Reskontoù a gavoc'h e-barzh niverenn diwezhañ An Dasson, met oc'hpenn-se a zo : get Yann Verney eo bet arteset Jean-Claude Le Ruyet, bet skolaer e brezhoneg, aktour, leurennour, hag aozer un dezenn anvet «Paroles, liaisons et normes». Hag er fin, kement ha mont pelloc'h get ar yezh, e vo kavet un teuliad kinniget get Patrig Dréan, a-ziàr implijoù ar verb «Boutiñ» er yezh komzet,.

An Dasson niverenn 75 a vez gwerzhet e stalioù -levrioù 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré) ; stal-kazetennoù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.

Un tañva ag An Dasson a c'heller lenn ar hol lec'hienn internet/Un aperçu d'An Dasson 75 est visible sur notre site internet :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?