An Dasson 72 : Ar hentoù Lokmaria-kaer

Sommaire publié le 13/08/10 11:08 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/19/19439/19439_1.jpg

Daet eo er-maez niverenn 72 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad anvet «Ar hentoù Lokmaria-Kaer». Jacques Madec ha Loic Marion, daou eil maer, a zo bet aterset get An Dasson. Ur pennad daouzek pajenn dezhi a zo àr an anvioù lec'h (lec'hanvadurez), skrivet get Yann Gaudion. Ar-lerc'h, c'hwi a gavo ur bourmenadenn «En dro d'ar peulvanoù» (Christian Le Meut), hag ur pennad skrivet get Daniel Carré àr an «Dihunerion e Lokmaria-Kaer». Daet a oa Loeiz Herrieù, skrivagner, barzh, kaner, e 1908, da lâr d'an dud derc'hel get ar relijion ha get ar brezhoneg... Ha 300 den a oa daet da selaou doc'htañ. Ma faota deoc'h gouiet muioc'h prenit An Dasson 72.

An Dasson niverenn 72 a vez gwerzhet 5 €, en davarn Le p'tit bar e kreiz bourc'h Lokmaria-Kaer ; e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre, 7 € dre lizher.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?