An Bothar fada, un hir a hent : film fromus en iwerzhoneg

Dépêche publié le 16/08/11 21:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
3w8wva7r.mp4

Souezhet-bras eo bet an dud er bloaz-mañ gant «Bolz an Divroidi», troit «Dôme des diasporas» e galleg. Teltenn vras, stumm un hanter oranjezenn dezhi, gwenn-kann evit laoskel skeudennoù da dremen.

Ul lec'h plijus gant boued disheñvel liammet gant ar vro enoret bemdez : Gwadloup, Enezenn ar Reunion, Stadoù-Unanet Amerika, Mec'hiko, Skos-Nevez, , Patagonia, Chili ...

Ha filmoù gant seitek film e brezhoneg :« Enezenn Black mor, O seizh posubl, levr Kells, , Braveheart, Prad don, Marsel paotr plaen, Before Bach ....» A-wechoù e oa yezhoù bihan troet e yezhoù bihan, ar pezh a lakae an dud da lavarout «ni zo e Bro-C'hall memestra...». Ha da vont kuit, feuket...

Met n'eus ket bet displijet kalz a dud : deuet ez eus 100 000 a dud hervez an aozerien e-pad 10 devezh ar festival. Hag arzourien a oa ivez : Nolwenn Korbell ha Soig SIberil, Kris Menn, de Romilly, bagad Karukera, LLeuwen Steffan, Bayati, Fernhill ...

Ul lec'h heñvel a-walc'h ouzh teltenn vras festival Douarnenez, brav da welout. A-raok e oa gouestlet ar festival d'ar sonerezh etrekeltiek dreist-holl. Reiñ ur plas d'ar yezhoù bihan, hag ur plas ken bras, a zo bet graet a-drugarez d'ar rener, Lisardo Lombardia, divroet ivez !

Setu neuze ur film a zo bet skignet, ma konter istor divroidi Iwerzhon, fromus ha brav war un dro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?