An anvioù lec’h a zo unan eus ar perzhioù dibar a ro perzh da identelezh Breizh.
Kontañ a reont deomp istor ar vro, istor ar c'hêriadennoù. Met deus pelec'h e teuont ? Petra eo an istor a-dreñv ur Plou, Lann pe tre bennak ?
Hiriv an deiz emaint muioc'h-mui en arvar, erlecʼhiet gant anvioù nevez divlaz...
Un dañjer 'zo war ar glad-se, met penaos gwareziñ anezhañ ?
Setu ar pezh a vo gwelet e 4 munud e Breizh !
■