Lezenn an aod a zo bet votet a unvouezh gant parlamant c’hall d’an 3 a viz Genver 1986. Heuliañ a ra un nebeut esaeoù evit mestroniañ ar sevel kêrioù war an aod hag a oa bet votet en amzer kent ; met an aeseoù-se ne aotre ket enebiñ ouzh dielloù ar se vel kêrioù. Hervez sontadurioù nevez embannet (sontadur IFOP 2014 embannet er gelaouenn Sud Ouest Dimanche) e vefe war-dro 90 % a c’hallaoued a vefe a-du evit ma chomfe lezenn an aod evem m’emañ hiziv.
Al lezenn-se en deus lakaet harp da raktresoù divent sevel tier pe porzioù. Diwall a ra hiziv an deiz an aodoù eus ar sevel kêrioù fall-mestroniet. Lakaet en deus war well pennreolennoù a-bouez evel saveteiñ lec’hioù naturel, nac’hañ pikouzadur ar vro pe c’hoazh implijañ an douaroù en un doare arboellus. Dalvezout a ra al lezenn d’ar c’humunioù arvorek eus ar morioù, ar meurvorioù, an aberioù, ar morc’haoloù, da lennoù sall hag eus tachennoù dour amuioc’h a 1.000 hektar a c’horread.
Astennadur ar sevel kêrioù a c’hell bezañ graet e doareoù disheñvel hervez al lec’hioù :
Al lezenn kinniget nevez zo gant ar PS diwar-benn reizhañ takadoù an aod ouzh cheñchamant an hini a zo bet enkemmet gant ar senad d’an 11 a viz Genver 2017 :
An enkemmad kentañ a aotre bremañ da sevel savadurioù nevez war tachennoù douar libr eus ar c’herioù hag eus ar c’heriadennoù.
An eil enkemmad a aotre staliañ obererezhioù an avor tost eus an aod hag astenn ar sevel kerioù en diavezh eus ar bourkoù ha keriadennoù a zo anezho.
Ur sinadeg en-linenn a-enep an enkemmadoù-se en deus rastellet muioc’h a 150.000 sinadur en ur ober un nebeut devezhioù.
En despet eus se en deus kadarnaet ar parlamant an enkemmad kentañ d’an 31 a viz Genver.
O vezañ a-du kreñv evit difenn an efedusañ possubl an aodoù Breizh, an AFB-EKB a jomo skoazh-ouzh-skoazh gant ar gevredigezhioù enebiñ ouzh ar c'humunioù o dije c'hoant gwanaat al Lezenn an Aod.
Ar burev
■