Kemennadenn ar prezidant Breizh Unvan d'an 9 a viz Ebrel
D'an 8 a viz Ebrel, dirak ar vodadenn vroadel, e oa bet kinniget gant ar C'hentañ ministr modernaat Frañs o rannañ dre zaou an niver a rannvroioù.
Kardanaet eo gant ar c'hemenn-se komzoù prezidant ar Republik da-geñver e brezegenn dirak ar gazetennerien d'ar 14 a viz Genver 2014, pa gaozee eus digresk an niver a rannvroioù.
Dek rannvro e Frañs a dalvez :
- pe e vo adunvanet Breizh hag al Liger-Atlantel ;
- pe e steuzio Breizh en ur c'hornôg bras teknokratek.
Buanoc'h-buan ez a an nevezentioù, hag an Istor asambles ganto.
Kreñvoc'h c'hoazh e c'halv Breizh Unvan ar geodedourien da zont da vanifestiñ d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel 2014 da 3 eur g.k. war Blasenn Breizh e Naoned.
Gant ar vanifestadeg festus ha poblek-se e vo gallet:
- diskouez splann adarre ez eo enebet ar Vretoned ouzh ur c'hornôg bras teknokratek ;
- degas da soñj, er mare pouezus-meurbet-mañ, e vez goulennet abaoe 40 vloaz zo gant kevredigezh Breizh a-bezh ma vo savet ur Vreizh gant 5 departamant, dezhi un identelezh kreñv ha nerzhus.
Bez' e vo Breizh gant 5 departamant evit kevezañ ouzh rannvroioù bras Europa gant he 4.600.000 a annezidi (koulz lavaret ment Bro-Skos pe Danmark).
Nac'h a reomp e vefe rediet Breizh da gendeuziñ gant ur rannvro pe rannvroioù all : gant se ez afe Breizh da get ent politikel e-barzh ur c'hornôg bras teknokratek hag a lezo kornôg Breizh a-gostez.
Fellout a ra deomp ma vo adunvanet Breizh hag al Liger-Atlantel, ha graet evel-se diouzh ar pezh a fell d'ar bobl : gant se e vo doujet da gempoell istorel, douaroniel ha sevenadurel an toleadoù. Sed aze un dra rekis evit ma tiorroio an toleadoù-se war an dachenn ekonomikel ha sokial.
Fellout a ra deomp ma vo ur Vodadenn eus Breizh hag a vodo rannvro Breizh ha 5 departamant Breizh, d'an obererezh publik da vezañ efedusoc'h.
Jean-François Le Bihan, prezidant Breizh Unvan
Trugarekaat a reomp Ofis publik ar brezhoneg evit an troidigezh eus (voir notre article)
A wir galon
Bretagne Réunie BP 49032, 44090 Nantes Cedex 1
Contacts : contact@bretagne-reunie.org ha 06 82 67 19 46
(voir le site) : gouestlet d'ar vanifestadeg an 19 a viz Ebrel e Naoned.
■