Alc'hwezioù evit adperc'hennañ ar yezh hag an identelezh

Conference debat publié le 31/10/11 11:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
eseutpd4.mp4

Kement a lañs a zo gant an Euskariz m'emaint bremañ oc'h ober tro ar bed evit skoazellañ yezhoù bihan all en Amerika ar Su (quechua) pe en Europa. Troet eo bet o labour skiantel «Arnod an euskareg» gant Padrig an Habask. Pedet e oa bet e Karaez Remy Guillou, Fulub Kere, Visant Abaziou, Jakez Fulub, ... evit divizout gant an daou Euskarad deuet da zisplegañ disoc'hoù o labour : Aimara hag Iñigo Iñurrategi, klasker.

Diaes eo keñveriañ atav. Aozadur ar vro, politikerezh, liammoù sokial, darempredoù gant ar yezh ... Ret eo lakaat ar sokioyezhoniezh hag ar psikoyezhoniezh da gaout ur plas brasoc'h e preder aktorien an adperc'hennañ : perak e chom a-sav kerent, ha perak e adkrog tud da gomz brezhoneg, euskareg, kechua d'o bugale ?

Politikerezh ar yezh ? «Politikerezh ar yezh a sell ouzh ar bolitikerien» a respont Remi Guillou. N'eo ket santimant ar re all er sal : «dre ar brezhoneg e vo savetaet ar brezhoneg», eme Fulub Kere. Liammet eo evito ar raktres evit ar brezhoneg ouzh ur raktres evit pobl Vreizh...

Arnod an euskareg, Garabide Elkartea, Al lanv 2011, 14 euro

gwerezhet asambles gant un DVD

a c'hell bezañ pellgarget ivez (Creative Commons)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?