Al Liger en arvar, tritium e-barzh forzh pegement

Communiqué de presse publié le 13/03/21 22:44 dans Énergie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51937/51937_1.jpg
Manifestadeg Naoned 23032021
Manifestadeg Naoned : al Liger en arvar (71 vues)

Manifesterien deuet eus Blois, La Hague, Kemper... Tud mennet evit diskouez eo un hent dall hini an energiezh nukleel, o laoskel d'ar remziadoù o tont ur vro daonet

Manifestadeg leun a livioù, war bord an hirañ stêr a zo ba bro C'hall : al Liger, hag a gont 5 kreizenn nukleel (14 reaktor), peadra da vouetañ e tredan Breizh ivez, arabat kuzhat an dra-se. Met kozh-Noe int bremañ, ha dañjerus eo da genderc'hel gant lastez re ziaes da adimplijout, kar den ebet ne oar penaos ober : lakaat anezho 500 metrad dindan an douar... ha goude ?

Setu perak eo a-bouez rein titouroù d'an dud, diskouez eo dour al Liger kontaminet gant an tritium, ha diwall ouzh yec'hed an annezidi a vev tal al Liger.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 2 ?