Al lezenn OPPSI 2 war an hent

Communiqué de presse publié le 7/02/11 19:44 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/21/21239/21239_1.jpg
Aziliz ha Paul-François amañ en o yourt a ranko paeañ tailhoù e-giz pa vefent o chom en un ti boutin abalamour d'al lezennoù nevez votet.

Dibabet o deus lod bevañ en un tipi pe en ur yourt evit bevañ sioul. Laou a vez klasket dezho abaoe nebeut ha n'eo ket mui ken sioul o buhez.

Tri bloaz zo, pa oant o studiañ Istor an Arz e Kemper, o doa dibabet Aziliz ha Paul-François prenañ ur yourt evit gellout kaout ul lojeiz nepell eus Brest, rak rankout a raent mont betek eno evit kenderc'hel gant o studioù. Prenet ar yourt e bro Corrèze, savet anezhi war un dachenn eo tud Aziliz perc'henn warni. Ha brav ar vuhez evit an daou zen yaouank. “Na pegen plijus bevañ en ur savadur ront” a zispleg Paul-François ha ne vefe ket mui evit bevañ en un hirgarrezenn. Brav ar vuhez, na petra 'ta, betek 2008, pa c'helle an dud staliañ o yourt, o c'haravanenn pe o zipi e-lec'h ma karent. Abaoe eo aet ar reolennoù war strishaat, abalamour d'un danvez-lezenn votet gant ar Parlamant e miz Kerzu hag er Sened d'an 18 a viz Genver. Adalek bremañ e vo lakaet o yourt da HLL, da lâret eo e ranko ar berc'henned kas o yourt war un dachenn-gampiñ pe goulenn un aotre-sevel evel ma vez graet evit an tier. D'ar poent-se e paeo perc'henn an dachenn, pe e vefe unan brevez pe unan d'an ti-kêr, tailhoù a seurt ma vez goulennet evit un ti.

Ur c'hiz

3 000 € e oa koustet e yourt d'ar c'houblad. Bremañ e vez kavet reoù kalz keroc'h, betek 6 000 €. “Ha n'eus ket ezhomm ken mont betek kreiz Bro-C'hall evit kaout saverien yourt. Kalz stankoc'h e vezont kavet” a resisa Aziliz. War ziorren e ya ar marc'had. Muioc'h-mui a yourtoù a vez kavet er vro, er Menez Are pe e Beuzeg-ar-C'hab. Traoù skañvoc'h eget o hini, lod all brasoc'h ivez. “A bep seurt tud a bren outo peogwir n'int ket ker, hag aes int da sevel. Priziet e vezont gant labourerien-douar hag o deus c'hoant da vezañ e-kichen o atant, gant tud o c'hortoz e vefe renevezet o zi...” a gendalc'h he mignon. Hag o-daou da glozañ “N'eus ket kalz a dud a ra an dibab, eveldomp, da vevañ en ur yourt a-hed ar bloaz.” Hag int da venegiñ penaos n'emañ ket ar werzherien yourt o vevañ en ur seurt annez, int o-unan.

Ur spered

Evit Aziliz ha Paul-François n'eo ket un afer a c'hiz. Un dibab a-fet mod da vevañ eo kentoc'h : en em dommañ gant ar c'hoad, bevañ er sioulder. “Tud sioul eo ar re a vev evel-se” a zisplegont, estonet ma 'z int e c'hellfe bremañ lod outo bezañ skarzhet kuit eus o zi, eus o zachenn, e anv ar surentez, an trouz pe an diouer a yec'hed. Met n'o deus ket kalz spi ez afe an traoù war wellaat evito : “Tout ar reuz a zo bet tro-dro d'al leveoù n'en deus ket miret ouzh ar gouarnamant da gas e lezenn da benn. Petra a virfe outo da chom a-sav gant an doser-mañ ?” Pa 'z eo tremenet an danvez lezenn er Parlamant, n'ez eus bet nemet tri c'hannad evit sevel a-enep. En o zouez ar Breizhad Jean-Jacques Urvoas. “Er bloavezhioù da zont e tigresko niver a diez a seurt-mañ” a ziougan Paul-François, “abalamour ma 'z aio ar c'hiz war ziskar gant ar reutoc'h ma vo al lezenn.”

Da c'hortoz a fell d'an daou zen yaouank derc'hel d'o buhez seder ar pellañ ma c'hellont, kuzhet e foñs an draonienn. Kavout a reont gwelloc'h chom hep daremprediñ ar maer – hag a rankfe disklêriañ o yourt d'ar melestradurezh – ha chom hep reiñ nag o anv nag o chomlec'h. Evit bevañ eürus eo gwelloc'h bevañ kuzh, hervez ar vojenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?