Al lennegezh vrezhonek en XXvet kantved gant Erwan Hupel - merc'her 24/06 e Palez an Arzoù e Gwene

Conference publié le 22/06/09 2:51 dans Cultures par Mikaël Le Bihannic pour Mikaël Le Bihannic
https://abp.bzh/thumbs/15/15486/15486_1.jpg

Al lennegezh vrezhonek en XXvet kantved gant Erwan Hupel - merc'her 24/06 e Palez an Arzoù e Gwened da 17e00

C'hoariva, romantoù, danevelloù, kontadennoù, barzhonegoù,... Niverus eo bet ar skrivagnerien vrezhonek er c'hantved diwezhañ. Difraostañ parkeier al lennegezh o deus graet, terriñ lezennoù ar yezh. Skrivet o deus e brezhoneg evit braventez ar yezh, evit “kened ar bed” diouzh ma lavare ar barzh Yann-Ber Kalloc'h. Kinnig a reomp deoc'h un tamm tro e kantved fonnusañ hol lennegezh : oberennoù klasel, oberennoù diroll, gouezet o deus hor skrivagnerien bezañ fur ha foll ha plijout d'an holl.

Erwan Hupel e-karg a gentelioù brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2

DIGOUST !!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?