Al lennegezh voemus displeget d'ar grennarded gant Jef Fulub

Rapport publié le 27/11/11 19:44 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24019/24019_1.jpg
fzf0iznx.mp4

«N'eus ket a sunerien wad jantil», eme Jef Fulub. Twilight, euzhviled seven ar skinwel pe ar sinema, n'eus ket eus outo e lennegezh klasel. O tont eus Europa ar Reter emañ Drakula, sunerien wad ne oa ket anezho e Breizh. Met perak e vez kement-se a dud sot gant istorioù boemus ? Perak e from kement an aon, an diaoul, kment tra a zo dreistnaturel ?

Boemus eo ur skrid pa grog en ur bed ordin. Pa ne grog ket an istor gant «ur wech e oa». Aze e oar diouzhtu an arvesterien e vo lec'hiet darvoudoù an istor e bed ar marvailhoù. E lennegezh voemus avat, e teu an «dreistnatur» hep bout gortozet, en un taol, gant munudoù, gant tud damheñvel ouzhomp ... Kalz ankeniusoc'h eo, met pebezh plijadur !

Pinvidikaet eo bet ar senario gant Jef Fulub hag ar filmaozer. Adskrivet eo bet penn-da-benn penn-kentañ ha dibenn an istor. Labour c'hoarier Burtul er film a zo brav, jestraouiñ a ra kalz, gant daoulagad dispourbellet.

Evit gallout filmañ e oa bet ret d'ar skipailh lakaat gouleier er vered. Ha tout tud ar barrez a zo deuet da sikour evit ar skeudennoù diwezhañ, pa vez an holl o redek war-lerc'h Drakula, priñs ar sunerien wad, staliet en ur c'harr-tan Citroën kozh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?