Goude Ploaret, setu tro Kemperle. Abadenn sioul hag efedus, gant ur skipailh mennet, babigoù ha bugale gante.
Abaoe dek vloavezh dija e stourm Ai'ta war dachenn plas ar brezhoneg er vuhez foran. Ur wech adarre, mare Nedeleg, oa bet aozet ganto un abadenn dic'hortoz. Dindan dek munut e oa prest pep tra hag adwisket an ti-gar gant follennoù a c'houlenne groñs ne vefe ket ar brezhoneg ur yezh estren en ti-gar. E ti-gar Landerne ooa bet graet mat an traoù ... e 2009 !
Gant an holl diez gar nevez a vo adsavet gant an TTGV, poent eo lakaat propr panelloù div yezh, ha pep kêr e div yezh evel war an hentoù...
Gwirioù sevenadurel, emit-hu ? Ma ne vefe ket Aita, e vefe unyezhek e pep lec'h...
■