Aet eo Priz an danevell e brezhoneg gant Manon Le Gourrierec

Compte rendu publié le 27/10/20 10:59 dans Langues de Bretagne par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h
Gouel al Levrioù 2020 (Karaez) - video Manon e brezhoneg (351 vues)

D’ar sul 25vet a viz Here 2020 eo aet Priz an danevell e brezhoneg gant Manon Le Gourrierec, e Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez, evit he danevell «  Seul Vuioc’h », embannet gant Editions Nidiad.

An eil danevell e brezhoneg eo evit Manon, daoust dezhi bezañ skrivet danevelloù e galleg ivez. « Seul Vuioc’h  » a ra war-dro ur plac’h yaouank, tapet ganti he skiant-prenet vicherel gentañ. Emañ-hi o talañ ouzh ar gwask, ar regas, hag an dihevoud war zachenn al labour. Gwazoc’h-gwasañ e vo bevet an dra-se ganti. Dont a ra an istor eus skiant-prenet bersonel, met chom a ra ivez ijinet un tamm, hervezhi.

gerioù

. hevoud = en em santout mat, bezañ en e vleud / he bleud

. dihevoud = ar c’hontrol, n’emañ ket en e vleud / he bleud. (ar ger-se n'eus ket anezhañ neblec’h!)

lec'hienn Gouel al Levrioù

. Karaez2020

notenn: brezhoneg diwar galleg pennad (voir notre article) skrivet gant Philippe Argouarc'h


Vos commentaires :
Goddess of Reggae
Jeudi 26 décembre 2024
Ar ger «dihevoud» a gaver da skouer er gelaouenn Al Liamm, niv. 416, p. 11.

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?