Aet eo Per Denez d'an Anaon

Flash Info publié le 30/07/11 10:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22788/22788_1.jpg

Dimerc'her a zeu da 2 eur e vo lidet obidoù Per Denez en Iliz Itron Varia an Thabor e Roazhon.

Ganet e 1921, studiañ a reas e skolaj Sant Marzhin e Roazhon. Desavet gant e vamm, ur gemenerez, deskiñ a reas brezhoneg da 13 vloaz, ha diwezhatoc'h pa voe gant studierien stourmerien e-pad an Eil Brezel-bed. Chom a reas e darempred gant Roparz Hemon goude ar brezel, p'edo Roparz en Iwerzhon.

E 1945, adkregiñ a reas gant e studioù goude ur c'hleñved grevus, prientiñ a reas un aotregezh. En Aberdeen (Bro-Skos) e chomas e-pad bloaz. Kelenn a reas saozneg e Kemper, ha da c'houde, kredapl abalamour d'e stourm evit Breizh, e voe kaset da B/Périgueux. Mont a reas da labourat da Zouarnenez ha dimeziñ a reas gant e wreg, brezhonegerez anezhi, a sikouras anezhañ evit an enklaskoù kaset gantañ.

Tremen a ra un dezenn diwar-benn brezhoneg Douarnenez. Dont a reas da vezañ kelenner skol-veur e Skol-veur Roazhon 2, ma chomas 21 bloaz. E 1981 e voe krouet an aotregezh vrezhoneg, a-drugarez dezhañ ha d'ar prezidant nevez, François Mitterrand.

Skrivet gantañ «Brezhoneg buan hag aes», un hentenn fentus gant tresadennoù Nono, met hentennoù all ivez evit sikour an deskidi. Skrivet ez eus bet gantañ romantoù ha danevelloù, leun a fent ha kevrinus war-un-dro.

Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm 1979 ;

Hiroc'h eo an amzer eget ar vuhez, Mouladurioù Hor Yezh (MHY), 1981 ;

Evit an eil gwech, MHY, 1982 ;

Eus un amzer 'zo bet, MHY, 1992 ;

En tu all d'an douar ha d'an neñv, MHY, 1993 ;

Da Rouz An Noz, MHY, 1996.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?