Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm

Chronique publié le 24/04/22 9:51 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54967/54967_1.jpg
Mona, deuet daou vloaz 'zo, da ginnig ar geriadur nevez e stal Penn da benn, ba Kemperle
Mona ha Kristian ar Braz, un atersadenn gaer (682 vues)

Savet ganti un hentenn dispar e brezhoneg, aozet stajoù, skrivet ur pezh mell geriaoueg brezhoneg bro Rieg, koll a ra hiziv bro Kemperle ur stourmerez dibar

Da 94 vloaz e oa kad c'hoazh Mona, da zont dirak an dud e miz Genver 2022 da zisplegañ e-pad ar festival Taol Kurun : «n'em eus ket graet kalz a dra». Ha pad all... Aozet ganti stajoù brezhoneg «saovaj» e ti gar Montparnasse, savet un hentenn tost d'an hini he doa savet evit repuidi bro Chili erruet e Paris evit addeskiñ yezh ar vro da dud Rieg. Studierien, tud deuet, tud kozh a yae pep bloaz da Rieg evit an daou staj (Ebrel hag Eost) evit deskiñ yezh ar vro «dre an divskouarn», gant sketchoù farsus. Pegemenent a dud o deus gwelet aze pegen pinvidik e oa yezh ar vro, ha pegen plijus e oa c'hoarzhin, kanañ, dañsal !

Mersi bras deoc'h, Itron !


Vos commentaires :
kris braz
Vendredi 22 novembre 2024
Sed aze un enrolladenn video graet ganti 20 vloaz bennak zo e Kemperle : Voir le site

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?