Ur c'hazetenner a feson oa Jean-Charles Perazzi, tost ouzh an dud, fentus ha sirius, prest da zifenn holl stourmoù Breizh : Plogo, Diwan, ar repuidi, al labour war ar maez, an diorren padus, un doare da gazetenniñ dieub hag emren.
War e leve e kendalc'he Jean Charles da lenn ar gazetenn ha d'ober goap ouzh ar re a chome war c'horre pa veze anv eus stourmoù ar vro. Lavaret en doa zoken e kafe filo Taol Kurun d'ar gazetennerien oa deuet evit selaou «n'ho peus ket ar santimant e vez berraet ha cheñchet ho pennadoù kar an eveshaerez a zo ' barzh ho empenn».
Deus bro Dreger oa mamm Jean Charles, met deus Amerika Latina oa e dad. N'eo ket chomet pell er vro, hag e vamm da labourat noz ha deiz evit e bugale. Desket en doa da liorzhañ abred, hag e tiig Ploveilh e veze graet profoù etre liorzherien, kit da selaou an abadennouigoù a oa bet graet gantañ d'ar mare-se, ur gwir blijadur. Gant ma vo dous an douar ha baradoz ar sonerien hag an dud just, an dud reizh, eveldout !
Kentelioù liorzhañ en linenn :
https://abp.bzh/la-derniere-lecon-de-jardin-avant-juin-25710
https://abp.bzh/pucerons-et-coccinelles-combat-inegal--26558
■