Aet eo Kristian Brisson da Anaon
Communiqué de presse publié le 26/01/13 19:48 dans Nécrologie par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
D'ar 25 a viz Genver 2013 eo aet Kristian Brisson da Anaon d'an oad a 85 bloaz.
Skrivagner puilh a-walc'h e veze goulennet alies outañ reizhañ skridoù a-bep seurt, evit Ti ar Skolioù Brezhoneg da skouer.
Ar brezhoneg a oa yezh an tiegezh bet savet gant e wreg Marcelle d'ur mare ma oa rouez an dra-se e Plougastell.
Ezel feal eus Emglev An Tiegezhioù, kristen gredus, en doa kemeret ur perzh bras e Bleun-Brug Penn-ar-Bed. E 1984 oa bet gant e wreg hag e vamm-gaer o tiazezañ kumuniezh katolik vrezhonek «Minihi Levenez» e Trelevenez.
Pediñ a ra EAT e izili da vont da gemer perzh e en obidoù a vo lidet d'ar Meurzh 29 da zek eur e iliz-parrez Plougastell pe d'en em unaniñ a galon gant e dud ha gant familh vras ar vrezhonegerien.
--
(voir le site)
■
Vos commentaires :
Klaod an Duigou
Vendredi 15 novembre 2024
Un den ag an dibab...
jean luc deuffic
Vendredi 15 novembre 2024
Un au revoir à Kristian, qui fut mon professeur d'anglais à Plougastel ...
Gwenael Emelyanoff
Vendredi 15 novembre 2024
Trugarez dit, Kristian! Tud eveldout o doa broudet ac´hanon da vont pelloc´h gant ar brezhoneg. Ouzhpenn tregont vloaz zo, e Skaer, da-geñver staj KEAV.
Ur skrivagner mat, ur brezhoneger dispar, ur c´helenner met dreist-holl ur mignon zo aet diouzhimp...
Serj RICHARD
Vendredi 15 novembre 2024
Kejet em boa gant Kristian pa oa bet goulennet ganin sevel poelladennoù kompren e romant bihan gouestlet d'ar grennarded divyhezek «Rouzig ar gwiñver». Un den sioul hag hegarat n'on ket prest da ankouaat. Kenavo Kristian.
Serj RICHARD