Aet eo Jozef Lec'hvien da Anaon

Communiqué de presse publié le 1/07/15 11:09 dans Nécrologie par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/37/37771/37771_1.jpg
Jozef Lec'hvien

Aet eo an Tad Jozef Lec'hvien, person kozh Kergrist-Moeloù, da Anaon.

E Kengor Feiz ha sevenadur hag en Emglev An Tiegezhioù e oa oberiant c'hoazh, o labourat ouzh e urzhiataerez betek ar penn, daoust d'e oad ha d'e yec'hed (e zaoulagad hag e zivskouarn pergen) a yae war fallaat.

Bemdez e lavare e Vrevial e brezhoneg a drugarez da labourioù ur skipailh a veleien ma-z eo eñ an diwezhañ anezho o vont da Anaon : Klerg, Maodez Glanndour, Bourdellez, Pêr ar Gall, Maoris ar C'hollo…

Dreist-holl e rank Breizhiz bezañ anaoudek outañ evit e labourioù war-dro an Testamant Kozh gant e vignon Pêr ar Gall.

Ur servijer mat da Vreizh e oa, bet en doa Kolier an Ermnig zoken. Pedomp evitañ.

Lidet e vo e obidoù digwener da 2 eur hanter en iliz Plaeraneg.


Vos commentaires :
wy9r4
Samedi 23 novembre 2024
Doue d'e bardono . Toullbac'het eo bet evit an FLB , breizhad pell kill ha troad . Ec'h eontr Lec'hvien a zo bet drouklazhet er bloaze 1944 , nemet pêogwir breton a galon . Siwazh n'on ket gouest mont du-se evitan . A galon . Per LM

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?