Saloñs al levrioù e kêr Gwened
Aet eo ar priz lennegel 2012 gant ar Bigouter Yann Bijer evit e romant istorel « Torrebenn » a gont istor emsavadeg ar Bonedoù ruz dindan ren ar roue Loeiz XIV.
Setu ul levr plijus da lenn, savet en ur yezh yac'h ha flour, a soubo al lenner e bed ar penndudennoù o ren ur vuhez pemdeziek etre karantez hag irienn er C'hap-Kaval ; Youenn Kerdrañvad o reiñ lañs d'ar stourm, Laou ar Prad piket e galon ha Cherm Bloñs prim d'en em dommañ.
Torrebenn, skrivet gant Yann Bijer e ti-embann Al Liamm
■