Aet eo Andrea Barillec d'an Anaon

Dépêche publié le 2/11/11 13:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Stourmerez evit ar brezhoneg, c'hoarierez, skrivagnerez ha leurennierez evit strollad c'hoariva Forest-Fouenan, reiñ a rae kentelioù noz abaoe pell, atav prest da sikour, da skoazell, da guzuliañ an holl dud.

Andrea, war divaskell an amzer

Roet 'peus hoc'h amzer evit lakaat yezh ar Vretoned da vezañ adimplijet, echu gant ar vezh hag an taolioù dismegañs.

Skañv evel ur valafenn, o tañsal er pezh-c'hoari dispar 'poa bet tro da c'hoari gant Louise Ebrel hag ur skipailh tud kozh e c'hoariva Kerne, e Pariz hag e pep lec'h e Bro-C'hall, diskouezet'poa an hent deomp, tud yaouank o teskiñ yezh ar vro.

Ha bravoc'h c'hoazh; kontet 'poa deomp penaos, merc'h vihan ur vamm gozh ne ouie ket mat prezeg galleg e oa bet mezhekaet-hi e Prefeti Kemper «on vous donnera la pension de votre fils quand vous saurez parler correctement le français».

Ha neuze, dibabet ganeoc'h da 8 vloaz vañjiñ ho mamm-gozh. Ha deuet oc'h a-benn, Andrea, a-drugarez deoc'h hiziv, e vez bugaligoù Diwan ha tud yaouank ha kozh oc'h addeskiñ ur yezh ho peus stourmet eviti. Kenavo Andrea ha mersi bras deoc'h ur wech ouzhpenn !


Vos commentaires :
Alwenn
Dimanche 22 décembre 2024
«merc'h vihan ur vamm gozh ne ouie ket mat preg brezhoneg» ?

Brezhoneg, pe galleg ?


fan
Dimanche 22 décembre 2024
Trugarez Alwenn !

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?