Adperc’hennañ ar brezhoneg dre ar skol ?

Chronique publié le 9/07/17 16:12 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

«An niver a vrezhonegerien o vont diwar wel : peadra da spontañ»

E-touez ar yezhoù o deus kollet ar muiañ a gomzerien e berr amzer emañ ar brezhoneg, kazi ur milion a dud e-korf ur c’hantved. E 1915 e oa 1 200 000 breton o komz yezh ar vro bemdez. Hiziv an deiz n'int mui nemet 200 000 ha 60% anezho koshoc'h eget 60 vloaz. Ma ne vije ket eus Diwan, pet a dud dindan 60 vloaz ha gouest da vrezhonegiñ a vije ?

«Sifroù : etre an hunvre hag ar gwirvoud»

Pa weler skeul ar c’helenn brezhonek ez eus da vezañ laouen o welet niver a vugale o kreskiñ a vloaz da vloaz, met ur skeul all a zo ha na vez ket brudet kement : niver ar re yaouank a gendalc’h goude ar CM2 ha niver treut-tre al liseidi a vez skoliataet e brezhoneg. Ret eo gwelout an traoù evel m’emaint evit gellout kompren ar pezh a c’hoarvez. Ha posupl eo kaout brezhonegerien yaouank ampart gant ken nebeut a dud e skolaj hag el lise ?

«Ur bolitikerezh yezh er familh hag er gevredigezh ? »

A-du eo ar skiantourien war ar poent-mañ abaoe pell : n’eus ket moaien da adperc’hennañ ur yezh en arvar dre ar skol hepken. Pa ne vez ket ar brezhoneg yezh ar familh, yezh ar vignoned, yezh ar gevredigezh (ti-kêr, ti-post, panellañ hentoù ha straedoù, media...), pa ne vez ket graet dezhi ur plas en tiez bemdez, neuze emañ dazont ar yezh en arvar bras.

«Komzoù ul lisead bet e Diwan»

Goulenn - Ha ma vefe Diwan un dra ?

Respont- Diwan zo un ti ma vez bugale o vevañ, bugale vihan ha reoù vras ivez, un ti evit an holl, digor d'an holl. Un ti zo ur skeudenn, ur seurt metaforenn evit komz eus un dra donoc'h, ma peus c'hoant, publik eo, digor d'an holl, un doare peogwir e c'hell tout an dud o deus c'hoant da zeskiñ brezhoneg. [Kadvael J]


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?