ABER a embann Temptadur ar c’hloareg Frañsez, Romant gant Goulc’han Kervella

Présentation de livre publié le 11/08/18 12:19 dans Langues de Bretagne par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/45/45541/45541_1.jpg
golo Temptadur ar c’hloareg Frañsez Romant gant Goulc’han Kervella

War-dro 1978-1980 – dibenn an hañv.

Ur strollad krennarded e gwerjez Abati an Aelez, e porzh an Aber Ac'h, deuet da bleustriñ war ur pezh-c'hoari : leaned sant Frañsez o tont d'ober o annez en Aber Ac'h. Etre ar pleustradegoù, ez eont da vale dre ar vro war roudoù sant Herve, Mikeal an Nobletz, sant Anton…

Oc'h ober war o zro, ar c'hloareg yaouank Frañsez, a zo gant e vloavezh diwezhañ er c'hloerdi bras.

Hogen, n’eo ket bepred eeun ar vuhez… Dibab a ranko ar c'hloareg etre galvidigezh Doue ha galv ar bed…

ISBN : 978-2-916845-47-0

20x14 – 90 p.

Priz : 11€

E gwerzh gant Aber hag el levrdioù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?