Aber a embann laeoù Marie de France

Présentation de livre publié le 5/10/11 10:37 dans Langues de Bretagne par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/23/23384/23384_1.jpg
Golo al levr: Leoù Mari de France

Laeoù Marie de France

Displeget e brezhoneg gant Pierrette Kermoal, Roparz Hemon, Yeun ar Gow.

«Diwar ar marvailh a gontin deoc'h o deus Breizhiz savet ul lae. An Eostig eo anvet, a gredan, setu penaos e lavaront en o bro…»

Boemet e oa bet Marie gant marvailhoù Breizhiz, ken e savas diwarno pezhioù barzhoniezh a ginnigas da roue Bro-Saos. Ar pezh a ziduas ar roue hag e lez nav c'hantved 'zo a ro kement a levenez d'al lennerion a vremañ. Ha dimp-ni, Breizhiz an 21vet kantved, e tegas un heklev birvidik – ha dibriz – eus hon lennegezh dianket.


Laeoù Marie de France, 14 x 20, 195 p., 14 €

Aber 115 Kergareg 29870 Landeda

(voir le site)

Priz : 14 €

ISBN : 978-2-916845-14-2


Vos commentaires :
Yfig Denis
Vendredi 27 décembre 2024
Aber a zo ur gelaouenn lennegel e brezhoneg. Diverradennoù ar pennadoù-skrid a zo e saozneg. Un ti embann eo Aber ivez hag a embann oberennoù e brezhoneg.

Yfig Denis2
Vendredi 27 décembre 2024
« un heklev birvidik – ha dibriz – eus hon lennegezh dianket. »

«Dibriz» n'eo ket pa sav da 14 € an tamm ! ;)


Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?