Abadenn sonerezh Jean-Luc Roudaut kinniget gant Skol Diwan Plogastell

Communiqué de presse publié le 10/09/10 8:12 dans Langues de Bretagne par Vincent Rouxel pour Vincent Rouxel
https://abp.bzh/thumbs/19/19739/19739_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19739/19739_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19739/19739_3.jpg

Da geñver an devezh gouel aozet gant ar Skol Diwan evit lidañ he digoradur, eo bet pedet Jean-Luc Roudaut da ginnig e bladenn nevez « Le chant des Tam Tams ».

Dont a raio da b/Plogastell d'ar sadorn 18 a viz Gwengolo 2010 da 4e30 goude merenn da reiñ un abadenn sonerezh e Ker Heol.

Atav en deus Jean-Luc Roudaut plijet d'ar re vihan met d'ar re vrasoc'h ivez. Ur bourmenadenn etre Bro v/Mali ha Breizh eo e bladenn nevez ha leun a heol ennañ gant livioù Afrika, lusk, dañs ha kement a startijenn ha biskoazh.

Gwerzhet e vo krampouezh hag evajoù ivez.

Mont e-barzh : 4 € (digoust evit ar vugale dindan 2 vloaz)

A-raok an abadenn e kinnig Diwan deoc'h gweladenniñ ar skol etre 3e ha 4e30 goude merenn.

Digor e vo d'an holl.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?