A viskoazh ha da viken, gant Yann Ber Piriou

Communiqué de presse publié le 29/11/14 13:41 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Fin ar brezegenn : lennet oa bet barzhonegoù mare «Défense de cracher par terre et de parler breton» Ha Yann Ber da lenn ul lodenn eus ur barzhoneg hiroc'h

Perak dibab ar varzhoneg-mañ ? Peogwir e oa arrouezus eus stad an dud a zifenn ar yezh e Breizh, eus ar re ken disheñvel a gomz hag a ra traoù, ar re direbech hag ar re zaonet, ar re zisheñvel hag a gavo marteze un devezh bennag un doare efedusañ da stourm evit o yezh evit ma vefe komzet gant muioc'h a dud, e-pad un amzer hiroc'h ?

A-viskoazh ha da viken

rock around the drums

_ Darn zo difiñv darn a gemm

darn a vroud ha darn a flemm

darn a dav ha darn a glemm

Darn a zistag darn a stag

Darn a zifenn darn a dag

Darn a yun ha darn a vag

Darn a samm ha darn a zoug

Darn a jahin darn a voug

Darn a yud ha darn a groug

_ Darn a red ha darn a ruz

Darn a gav ha darn a guzh

Bez outo trugarezus

Etre tamall ha torfed

Darn a dou ha darn a bed

Darn zo ganet dibec'hed... (...)

Tennet eus «Kestell traezh evit kezeg ar mor»

Skol Vreizh, 2001


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?