9 skrivagner evit ar yaouankiz e Karaez : penaos skrivañ evit ar re yaouank ?

Rapport publié le 28/10/09 18:51 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16473/16473_1.jpg
qvp8yrohgx9fmphw.mov

Gwirvoud pe faltazi ? Sed aze Goulc'han o klozañ un tabut div eurvezh gant 9 skrivagner deuet d'ar salons evit eskemm gant al lennerien ha gant ar skrivagnerien all.

50 romant e 5 bloavezh gant Priz ar Youankiz ha Priz ar Vugale : skiant faltazi, faltazi, romantoù istorel, polis, ... Peseurt yezh implij ? «Plaen» a respont Kristian ar Braz. «Gwriziennet mat», eme Goulc'han. «Ar memes hini evit ar re deuet» ouzhpenn Herve Lossec.

Levezonet int gant buhez pemdeziek o bugale : Pierre-Emmanuel Marais evit skrivañ «Ronan ar c'horrigan», Muriel Morvan evit «Etre ki ha kazh».

Peseurt hent kemer evit an dazont ? Un doare «skrivañ a-stroll» evel e Breizh Veur ? Ur stummadur ? Lakaat ar vugale en ur bed all, ha kemer kalz amzer evit ijin ar bed-se (sav-poent Uisant Crequer hag Anaig Kervella)? Penaos sevel lennegezh an 21vet kantved ? Penaos disachañ evezh ar vugale hep rekipeoù kegin ? Goulennoù direspont, met ur sapre tabut a zo bet, pinvidik, hag a zo da genderc'hel evit an holl skrivagnerien a vo e Breizh hag o deus c'hoant krouiñ e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?