7vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg

Conference de presse publié le 11/09/09 9:45 dans Langues de Bretagne par Elen Rubin pour Elen Rubin
https://abp.bzh/thumbs/16/16055/16055_1.jpg
Brendan ha sekred Kells

Setu an distro-skol ! Krog omp gant aozadur «an droiad filmoù-bevaat nevez advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh». An droiad-se a vo kinniget etre miz Genver ha miz Mae 2010 e pep lec'h e Breizh hag e Pariz, evit skolidi an teir hentenn divyezhek publik, katolik ha Diwan, adalek ar skol-vamm betek ar skolaj. Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an droiad-se, asambles e lec'hioù-zo gant an Emglevioù-bro, an Tiez-bro pe kevredigezhioù lec'hel. Ur blijadur eo da «z/Dizale ha Daoulagad Breizh» pediñ ac'hanoc'h d'an emvod kelaouiñ a vo aozet «d'al lun 21 a viz Gwengolo, da 11e mintin e Ti ar Vro Kemper» (3 plasenn Familh Gabaï e Kemper).

Kinniget e vo an daou brogramm a vo da zizoloiñ er bloaz-mañ : - «Aotroù hag aotroù», ur programm holl-vrudet eus Bro Tchekia, graet gant Bretislav Pojar ha Miroslav Stepanek, evit ar re vihan adalek 2 vloaz. - «Brendan ha sekred Kells», ur film brav tre graet gant an Iwerzhoniz Tomm Moore ha Nora Twoney, deut er-maez er bloaz-mañ e galleg, evit ar re vras adalek 7 vloaz.

Tro hon o ivez da ginnig deoc'h «bilañs an droiad bet aozet warlene». Tro-dro 130 abadenn a oa bet kinniget, e 60 lec'hioù bennak. «7736 bugel», ezel eus 144 skol ha 5 skolaj, o doa kemeret perzh. War ziorren ez a bep bloaz ar rouedad skignañ. Ur c'hresk bras a zo bet warlene.

Evit gouzout hiroc'h : 02 98 92 97 23 pe daoulagad.bzh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?