7vet Prizioù rannvroel ar brezhoneg : mennozhioù e-leizh evit ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 3/06/08 3:01 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/10/10976/10976_2.gif

Un bern tud a oa deuet da gemer perzh e lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg a oa dalc'het d'ar Gwener 30 a viz Mae 2008 e ti ar Rannvro dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, an Ao. Yann-Bêr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C'huzul-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Kenaozet e vez ar prizioù-se gant an Ofis ha Rannvro Breizh abaoe 7 vloaz evit loreañ oberoù dibar, nevez ha talvoudus evit ar brezhoneg. Tri rummad a zo kinniget d'ar genstriverien : hinienn, kevredigezh hag embregerezh. Titouroù dre ar munud a rank bezañ kinniget en un teul gant an emstriverien a-benn displegañ o oberoù hag o falioù. Divizet e vez peseurt priz reiñ ha da biv gant ur bodad-barn, dilennidi eus ar Rannvro hag izili eus an Ofis ennañ.

Gant an embregerezhioù bet anvet er bloaz-mañ e vez roet da welet ha da glevet brezhoneg. E servij o fratikoù emaint dre reiñ d'ar brezhoneg e blas en buhez pemdeziek. E gourc'hmarc'had «Super U» e Landudeg e vez henchet ar pratikoù gant ur panellerezh divyezhek penn-da-benn, e brezhoneg ar vro. «Mirdi Porzh Ru» Douarnenez a ginnig gweladenniñ ar mirdi dre ar brezhoneg gant skoazell plegfollennoù ha klevheñcherioù. Aet eo priz kentañ ar rummad-se gant ar stal «Paprika» a ginnig da dud Kreiz-Breizh dizoleiñ produioù Hungaria. Brezhoneg he deus desket renerez an ti, Katalin Boronkai, ha dibabet he deus degemer, aliañ ha gwerzhañ he froduioù en hor yezh.

Krouiñ ha magañ liammoù strank etre ar rummadoù eo pal ar c'hevredigezhioù anvet en taol-mañ. Gant «Bremaik» e vez kinniget bep Lun, gant un toullad re yaouank entanet gant ar c'helaouiñ, keleier berr war ar genrouedad dre rubrikennoù liesseurt. Diskuliet eo bet gant «Les Tontons Yoyo», klouned brezhonegerien, en ur c'hoari dirak un toullad tud kozh e c'helle o abadenn dudi degas eskemmoù donoc'h abalamour d'ar brezhoneg. Diwar vremañ e kinnigont o abadennoù-dudi da vugale an hentadoù divyezhek ivez. Roet eo bet ar priz kentañ d'ar skipailh en deus aozet (ha ken mat !) ar «Redadeg» er bloaz-mañ. E-pad tri devezh ez eus bet gwelet war hentoù Breizh tud leun a startijenn : bugale, tadoù ha mammoù, buhezourien, kelennerien, mignoned, ur bern tud a zo bet laouen ha lorc'h enno o redek noz-deiz evit diskouez o feiz en amzer da zont ar brezhoneg.

Er rummad “Hinienn” ez eus bet dibabet tri loread a glask treuzkas ar yezh ar gwellañ ma c'hellont goude bezañ bet desket brezhoneg ganto. «Ahmed Malki», a orin eus Kabilia, a gomze teir yezh o vont kuit eus e vro. C'hoant en deus bet da zeskiñ brezhoneg a-benn kelenn an deknologiezh da skolajidi Diwan. «Maina Guillou», desavourez evit ar re vihan, stummet war ar brezhoneg gant an UCO e Gwengamp hag anvet nevez 'zo d'ar post renerezh eus ur vagouri en Aodoù-an-Arvor, a zo o paouez sinañ ar garta Divskouarn, kevredigezh bet savet evit aliañ ha brudañ ar magourioù a ya en-dro e brezhoneg. Tapet eo bet ar priz kentañ gant «Yannig Guillanton», prezidant ar gevredigezh “Yezhoù ha Sevenadur”. Dibabet en deus bevañ e brezhoneg er gêr gant e dri faotr skoliataet e Diwan. Abaoe tri bloaz en deus labouret kalz evit sevel ur skolaj Diwan e Naoned. Votet eo bet digoradur ar skolaj-se gant Diwan Breizh en nevezamzer evit ma tigorfe en distro-skol 2008, ar pezh a zegasas kalz a joa da Yannig Guillanton, d'e skipailh ha da holl familhoù ar skolioù divyezhek el Liger-Atlantel.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?