50 vloaz Dastum lidet e pep lec'h e Breizh, hag er FIL

Annonce publié le 19/08/22 10:38 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55800/55800_1.jpg
Lidet e pep lec'h e Breizh, an deiz-ha-bloaz a ziskouez nerzh ur gevredigezh a-bouez evit treuzkas glad kanet, sonet, ha kontet e Breizh
Roland Brou ha kanerezed Loudia er FIL (81 vues)

Setu Roland Brou o tisplegañ pegen buhezek eo ar gevredigezh, ha gant ur fest deiz aozet er Fil (un tammig re abred memes tra, tomm-tomm e oa) e oa kanerien ha sonerien a galite !

9000 eurvezh da selaou e Dastumedia «peadra da selaou tri bloaz gant eizh eurvezh bemdez » , eme an Izprezidant Dastum, Roland Brou. 10 implijiad a labour e Roazhon dreist-holl, gant Sterenn Diridollou oc'h erruout e miz Gwengolo evit ar c'hehentiñ.

4000 den a ya da selaou war lec'hienn Dastum, multimedia, digoust. 500 den a zo koumanantet d'ar gazetenn a galite ivez, «Musique bretonne». Bez vo abadennoù e Amzer Nevez (Plañvour) gant strollad nevez Emmanuelle Boutilhier, bez vo festoù noz c'hoazh, hag un nerzh a zo gant ar re yaouank pa weler niver a ganerien yaouank war al leurenn e sal Carnot, en Amfiteatr, e Kae Breizh, hag er C'hleub !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?