Sal vras Lokoal : ur bochad tud deuet evit dañsal kas-a-barh, laridenn, mod ar vro get ur bern sonerion daou ha daou, bagad Lokoal, ha strolladoù kanerion.
Brudet-mat int paotred ar strollad «Trouzerion». Gant Jorj Belz oa bet lavaret : «amañ e Lokoal hon oa kroget da ganal, 50 vloaz zo, ha setu ni deuet en dro, a-drugarez d'ar bagad en doa pedet 'nomp. Atav kement a blijadur, memes ma vank deomp tri ac'hanomp, aet d'an Anaon». Fromet Jorj, met diouzhtu o komañs get «I love you, you love me, Karanti, Karanti»...
Ma vefe gant an «Teodoù fall», pe «Kanerien Pleuigner», atav e vez kavet ar memes beudjon, ar memes doare da lakaat kan bro an Alre e dilhad Sul evit an danserion !
■