46vet emvod ar Gelted : an Aostralia pedet evit an eilvet gwech

Agenda publié le 21/04/16 14:45 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

22 milion a dud, gant an hanter eus broioù keltiek : sed aze ar vro pedet ar bloaz-mañ, asambles gant Joan Baez, ALan Stivell, Padrig Molard, Dan ar Bras...

«Mulieres» gant «Duo Du Bas» evit mouezh merc'hed a gan e asturianeg, galisianeg, brezhoneg e C'hoariva Bras. Bez vo tri zeiz-ha bloaz : hini emrenerezh bro Iwerzhon, hini kêr an Oriant (300 vloavezh) hag ivez hini Bodadeg ar Sonerion (70 vloaz). Un tamm muioc'h a vrezhoneg a vo (bemdez e Tachad ar gomz aozet gant Radio Bro Gwened, etre 5e ha 6e noz, ul levraouegig gant levrioù e yezhoù ar Gelted, prantadoù brezhoneg evit ar re nul, brezhonegerien o kinnig abadennoù e C'hoariva Meur hag e Palez ar C'hendalc'hioù).

Gant ma vo panelloù direbech ar bloaz-mañ... Hag aborigened degemeret ivez, evel e penn kentañ ton an teaser.


Vos commentaires :
spered dieub
Dimanche 22 décembre 2024
Autralia perek pas ,med pennaos ve fe ket pedet ar Breizh veur neuzenn .,Kalz roudou deus pes a zell deus arvretonned neus grouiad e bro saoz Gaol boen eo gober ur Breizh touch e London Eno e ma hent deus dazont ar Breizh

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?