4 levrig evit Priz ar Vugale

Présentation de livre publié le 14/09/09 16:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16074/16074_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16074/16074_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16074/16074_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16074/16074_4.jpg

Aozet gant ar gevredigezh fea, e vez graet abaoe 3 bloaz bremañ ur genstrivadeg lenn. D'ar skolidi kelc'h 3 (CE2-CM1-CM2) da zibab peseurt levr en deus plijet dezho ar muiañ.

Kinniget e vez dezho, abaoe ur sizhunvezh pevar levr embannet gant Keit Vimp Bev, war stumm an nav a oa bet lennet gant 800 bugel an daou vloaz paseet.

Teo re dev a gont istor ur bugel a zebr re. Evel ki ha kazh : un istor familh o tegemer ur c'hazh ne blij ket tamm ebet d'ar c'hi staliet er gêr abaoe pell. Yellowcake a gont istor ur bugel a grog da studiañ a-drugarez da Internet ha d'ur maen-tislam anvet «Yellowcake». Brezel ar porzh c'hoari pe penaos treuzvevañ war ar porzh pa vez bugale unyezhek o tiskleriañ ar brezel d'ar re a zo divyezhek ?

Levrioù berr (ur c'hard eur lenn evit un den deuet) e lec'h e vez ur bugel 9/12 vloaz o kontañ an istor er c'hentañ gour. Istorioù a vremañ : ar boued, plas al loened e buhez ur bugel, an nukleel, an darempredoù etre bugale ... Evit kemer perzh d'ar genstrivadeg gant ar skolidi, mont e darempred gant ar gevredigezh : afea@laposte.net, (voir le site) pe pellgomz d'an 02 98 71 74 94 - 06 79 14 96 87.

evit gwelout ar film graet gant Kristian ar Braz (Priz ar Vugale 2008/9 e Komanna) :

< (voir le site) >

evit kaout titouroù resisoc'h diwar-benn al levrioù: (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?