300 brezhoneger evit abadenn nevez La Obra

Reportage publié le 14/12/11 22:39 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
ewp9xkm9.mp4

Sonerezh al liseidi evit kregiñ, tonioù Cat Stevens, un ton kompozet ganto, ha setu la Obra o c'hoari, gant nebeut a dra war al leurenn, livioù broioù Amerika ar Zu.

Taolennoù, sonerezh, dañs, tud kreiz ar sal, touristed o welladenniñ piramidennoù bro Perou, bed ar gonsumerien hag an arc'hant o cheñch pep tra. Bed ar pobloù bihan, bed a re a stourm, re vihan a-enep ar re vras, stourm diaes, gant feulster alies.

Hag ur spi, ur spi bihan met ur spi memestra : ha ma vefe an holl, ken bihan, ken gwasket kad da stourm asambles ha da vont a-enep marv o sevenadurioù, o doare bevañ ?

Gant la Obra, e-pad ar pleustradeg, e veze gwelet tud o taremprediñ e teir yezh, o komz kastilhaneg d'unan a responte e brezhoneg d'eben hag e galleg d'ar rener leurenn glenmor. O wiadiñ emaint ur gevredigehz nevez ..;


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?