30 vloaz zo e oa bet krouet ur rouedad breizhat evit buheziñ ar vro, an Ubapar.
Er bloavezhioù 1970 en em gav ur buhezour leun a startijenn, Lionel Couëdelo, d'ober anaoudegezh gant ur maer a Vro-Leon, Alphonse Arzel, bet stummet e-touez ar beizanted. Asambles e krouont an Ulamir, un aozadur e servij kevredigezhioù ar c'hanton. Ha dindan un nebeud bloavezhioù e vez krouet un aozadur all da gevreañ an holl aozadurioù lec'hel bet savet un tamm e pep lec'h, er Vro vigoudenn, e ledenez Kraoñ, e Kastell-nevez ar Faou, e Lanmeur, e Redon. Krouet e voe an Ubapar. Betek fin ar c'hantved diwezhañ e kresk ar rouedad, o tegemer tiez-herbec'h nevez, o kenurzhiañ aozerien kreizennoù vakañsoù, o stummañ buhezourien ha renerien kreizennoù vakañsoù. 60 kevredigezh zo ezel eus an UBAPAR hiziv an deiz, lod bihan tout meret gant tud a youl vat hepken, ha lod all, bras-mat, gant skipailhoù gopridi bras pe vrasoc'h, betek 40 den a-wechoù.
Deiz-ha-bloaz d'ar Sadorn 19 a viz Here e Lanmeur
E Lanmeur en em vodo izili eus an 60 kevredigezh kevredet en Ubapar. Diouzh ar mintin e lakao ar sokiologour Jean Horgues-Debat ar gaoz war buhez ar maezioù, war an ezhomm da gaout kevredigezhioù hag aozadurioù da lakaat buhez enno. Da heul ar brezegenn e vo aozet un daol-grenn war ar c'hevredigezhioù hag ar cheñchamant luskoù skol : pehini eo roll ar c'hevredigezhioù evit staliañ ar reform-se ? Petra a c'hellont degas d'an aozadurioù nevez ? Meur a zen a zeuio da desteniañ : dilennidi kumunioù war ar maez, kevredigezhioù hag a zo krog da labourat gant politikourien evit aozañ an traoù eus ar gwellañ. Goude merenn, etre 3e ha 5e, e vo frankoc'h an traoù. C'hoari vo moaien d'ober : c'hoarioù hengounel, c'hoarioù paotr saout, un tañva eus an disk-golf (ur sport nevez hag a ra berzh e maezioù Breizh !) hag amprouiñ binvioù pedagogel a bep seurt bet savet gant izili an UBAPAR (malizenn bedagogel Toull ar c'hoad savet gant Ti ar c'hoadoù, Jcelo ur meizant dieub evit merañ ur greizenn dudi ha kampoù vakañsoù, ur stal war an dour krouet gant ar CPIE Forêt de Brocéliande, ur sac'h kein « mont er maez » evit broudañ ar familhoù da ziskoachañ teñzorioù an natur en-dro dezho...). Deus noz en em gavo an dud a fell dezho evit un nozvezh laouen er base du Douron e Plegad-Gwerann. Evit kregiñ da huñvreal e dazont an UBAPAR en 30 vloaz o tont ?
Ar programm dre ar munud : (voir le site)
Digor d'an holl eo ar fest d'ar Sadorn 19 a viz Here
■