25 000 boned ruz e Kerampuilh

Communiqué de presse publié le 30/11/13 19:37 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32175/32175_1.jpg

Ur mor a dud bonedoù ruz ha bannieloù Breizh ganto, dindan an heol, o lavarout ne vint ket evit asantiñ da soñjoù Pariz

Paotred yaouank, tud war an oad deuet da skoazell, peizanted gant pep a draktor, blenierien kirri-samm, gant kamionoù cheuc'h : an holl 'oa aze evit lavarout ne oant ket a-du gant politikerezh bro Frañs. Merc'hed GAD ha SABCO 'oa aze ivez, ha Merret da glozañ, met gant ur programm n'eo ket sklaer c'hoazh. Petra 'vo graet resis ? Un emvod 'ba Pariz ? Reiñ gwirioù ispisial d'ar Vretoned ? Lakaat anezho da amprouiñ ur sistem all ?

Huchet zo bet gant an holl : «Tous ensemble, tous ensemble !», doare krogadoù melldroad, ur c'hartoñs ruz gant pep hini en e zorn.

Laouen eo an aozerien, deuet zo ur bern tud. Ret eo d'ar re a zo e penn ar stourm doujañ bremañ ouzh an dud zo bet skarzhet eus o labour, ha labourat ganto, just a-walc'h, evit un dazont e Breizh. Holl asambles.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?