220 a gan : tizhet ar pal !

Communiqué de presse publié le 18/04/17 16:32 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42078/42078_1.jpg
Kanerien e-pad ar pleustradeg

«Skoaz ha skoaz... ar chadenn a vo adsoudet», ha gwir e oa. Re a dud oa e sal vihan ar Sterenn evit degemer kement a dud. Lakaet oa bet ar pal tizhout 100 kaner, ha 220 a zo deuet, gant plijadur da respont pe da ganañ gant ar ganerien mil vrudet.

Er fin, daoust d'an tommder ha d'an dud spontet gant an nebeut a blas evit dañsal, meur a hini oa fromet-bras, ha Daniel Kernalegenn da lavaret : «ar gwellañ gavotenn 'meus danset eus ma vuhez gant hini, pevar bloaz zo oa bet kanet gant Kris Men hag Alem !».

Stered oa barzh daoulagad an danserien, ha gwir eo, ret e vo kenderc'hel da lakaat strolladoù da bleustriñ mod-se e Breizh a-bezh, e Angers memes, gant kelennerien ampart, pe gant tud entanet gant ar c'han hag ar brezhoneg.

Ronan Guebleiz a lâre : «Lorc'h zo ennon da vout kaset 35 den amañ evit kanañ». Un treuzkas efedus, mankout a ra just strolladoù bugale pe tud yaouank (daou oa deuet gant Anjela, trugarez dezhi, ha div liseadez gant Rozenn Taleg). Setu, gourc'hemennoù d'an holl neuze !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?