21vet Priz ar Yaouankiz : Paol ar Meur ha Mai Ewen trec'h

Reportage publié le 16/06/23 22:16 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/57/57947/57947_1.jpg
Paol ar Meur ha Yann-Fañch Jacq, An tasmant fromet ha Akavout e roud
Lizher Mai Ewen lennet gant Jeremie (132 vues)

100 skolajiad war al leton, eskemmoù etre lennerien yaouank ha skrivagnerien. Peadra da vouetañ al lenn e brezhoneg

Ar bloaz paseet e Kemper, div wech e Plijdi, e Gwiseni, e Gwened, Lesneven... Lidañ Priz ar Yaouankiz gant ar skolajidi a vez ur blijadur atav. Gwelout labour ar gelennerien, laouen da gaout boued nevez, da welet o skolajidi dedennet. Ma vefe kontadennoù hengounel adskrivet gant Loig Kampion, pe buhez diaes ur grennardez gant Mai Ewen, pe c'hoazh skiant faltazi gant diazezoù gwir, pe istor un tasmant ... peadra zo. Ha sikouret int bremañ gant enrolladennoù an oberenn glok, enrollet gant Sten Charbonneau hag Erell Beloni.

6vet 5vet

1- An tasmant fromet, Paol Ar Meur

2- Ar feunteun vurzhudus, Loig Kampion

4re Trede

1- Gwenn, pemzeg vloaz, Mai Ewen

2- Adkavout e roud, Yann-Fañch Jacq

486 skolajiad eus Bruz, Skolajoù Diwan Kemper, Gwiseni, Ar Releg, Plijidi, Gwened, Sant Ervlan. Gourc'hemennoù d'ar gelennerien, levraouegerien ha d'al lennerien eveljust !

Adsavet oa bet ur c'huzul merañ nevez gant Keit Vimp Bev d'an dek a viz Even. Dibabet e oa bet paouez da embann Pay ar bloaz-èmañ. Met stokoù a chom. Un digarez evit dizoleiñ titloù bet disoñjet, gant 200 titl disheñvel ha 60 skrivagner disheñvel ? Kit e darempred gant Keit vimp bev ha fea (afea@laposte.net) evit kemer perzh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?