2000 a dud ba Gwened evit ar 27vet manifestadeg evit ar frankiz ha gwirioù mabden

Chronique publié le 8/01/22 21:09 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54209/54209_1.jpg
Manifestadeg Gwened 08012021
Safar ha cholori e straedoù Gwened (170 vues)

Komzoù Macron moarvat eo an abeg e oa kement a dud o vale dindan ar barradoù avel ha glav hiziv, disadorn, ne c'heller ket kunujenniñ an dud hep gortoz ur respont, hag amañ kreñv e oa bet respont ar straed...

Un hent hir a oa bet kemeret gant an dibunadeg gant tud a bep seurt oad, o huchal : «Frankiz ! Stourm», o lavarout komzoù drol d'ar Prezidant, d'ar c'hentañ ministr, d'an Drian... Dirak an ospital, an ti-kêr, e straedoù kozh Gwened, kichen meeting strollad politikel Zemmour. Ne seblantent ket tud ar polis bout dedennet gant an 2000 a dud a oa deuet. Ar 150 a chome avat, a zo bet skoet ha gwallgaset.


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
. «ne c'heller ket kunujenniñ an dud». Ur Prezidant a rankfe oar mat an dra-se! Ha kollet eo bet e benn gantañ?
.
. «Un Président ne devrait pas dire çà»!

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?