2 levr nevez e ti Al Liamm: Aada & Narki (tom 2) hag En-dro d'al lenn-vor

Présentation de livre publié le 31/03/14 15:17 dans Littérature par Jerom Olivry pour Jerom Olivry
https://abp.bzh/thumbs/33/33410/33410_1.jpg
goloioù

Aada & Narki: Etrezek an inizi

Aada ha Narki a zo deut da chom e traoñienn Gwennan. Ganto eo deut Lasa, breur Narki.

Emeur o sevel ur grugell war un dorgenn. Abaoe meur a loariad eo aet Lasa kuit. N'en em blije ket o labourat douar ha sevel loened. Aet eo da heul ar chaseourien diwezhañ evit bevañ ur vuhez c'houez. Enkrezet-bras eo Narki abaoe.

Ur mintinvezh e teu keloù da Aada : kavet ez eus bet roud eus Lasa war-zu ar c'hornôg.

E 2008 e oa bet embannet Aada ha Narki. Sed aze heuliadenn o avanturioù...

En-dro d'al lenn-vor

Awenet eo an danevelloù a ya d'ober al levr-mañ gant diduamantoù, plijadurioù hag abadennoù a bep seurt bet c'hoarvezet en-dro d'al lenn-vor – lenn-vor Brest – pa oa yaouank an oberour. Darvoudoù a zo chomet garanet don ennañ daoust d'an amzer da vont hebiou.

Lezomp Jef Gedez d'hon heñchañ en e vro hag e klevimp ni ivez mouezh hud al lenn-vor.

Abaoe m'emañ war e leve e ouestl Jef Gedez e amzer d'ar brezhoneg. Meur a levr a zo bet skrivet gantañ : Brizh-Heol e 1999, Tiriadoù ar Gwalarn e 2001, Richer ar Faou e 2003, Huñvreoù Pêr Mortolod e 2005. E yaouankiz en deus tremenet war aodoù al lenn-vor, etre Hañveg hag ar Faou da gentañ hag e Brest da c'houde.