19 a viz ebrel : Galv da vanifestiñ Kevread Kanomp Breizh

Communiqué de presse publié le 17/04/14 11:26 dans La réunification par Le Guillou Armelle pour Le Guillou Armelle
https://abp.bzh/thumbs/33/33569/33569_1.jpg

GALV KANOMP BREIZH DA VANIFESTI EVID UNVANIDIGEZ BREIZ.

Lakaad a ra Kanomp Breizh, kevread al lazou-kana e brezoneg, gand izil e Liger-Atlantel, da houzoud endro eo a-du gand unvanidigez Breiz. Goude m'eo bet raktreset gand ar gouarnamant adsevel ha boda ar rannvroiou, gervel a ra Kanomp Breiz an dud da gemer perz er vanifestadeg a vo en Naoned, d'ar zadorn 19 a viz Ebrel da 3 eur abardaez evid unvanidigez Breiz. Laouen eo o weled ema pobl Vreiz a-du da vad, eur wech ouspenn, gand Breiz pemp departamant. Evel an darn vrasa euz ar Vretoned, ne fell ket da Ganomp Breizh e vo teuzet ar vro e-barz eur rannvro Kornog ledan, ha n'eus ganti diazez ebed war dachenn an istor, an douaroniez pe ar zevenadur.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 3 ?