Evit ar wech kentañ en istor ar c’helenn divyezhek ez eus bet digoret 17 lec’h nevez er c’hentañ derez, 16 anezho er publik. Biskoazh ne oa bet kement a zigoradurioù (e 2017 e oa bet 10 digoradur, ar sifr uhelañ e oa betek-henn). Frouezh al labour bet boulc’het war-zu an ensavadurelaat eo. Meur a dra zo deuet da greñvaat an tu-se er bloavezhioù tremenet : krouet eo bet an OPAB e 2010, al lezenn Adreizhadur ar skolioù e 2013 he deus lakaet “ar c’helenn divyezhek da vezañ an tu-kreñv warnañ” (mellad L 312-10 Kod an Deskadurezh) hag an Emglev Stad-Rannvro 2015-2020 a zo ganet diwarnañ ur steuñv diorren daouvloaziek da brogrammiñ an digoradurioù er publik. Web gwelet en he brasañ
En Akademiezh Roazhon ez eus 16 lec’h-kelenn nevez er 1añ derez. 15 skol bublik ouzhpenn o deus un hentad divyezhek : 5 er Mor-Bihan (an Alre, un eil skol en Henbont, Kistreberzh, Lanvodan, Lokmikaelig), 4 e Penn-ar-Bed (un eil skol e Kemper, Pleiben, KPE Plouziri-ar Merzher, Sant-Divi), 3 en Il-ha-Gwilen (an Heizeg, Dinarzh, Pleveleg) ha 3 en Aodoù-an-Arvor (Lambal-Arvor, un eil skol e Lannuon, Pledran). 1 skol gatolik ouzhpenn zo un hentad divyezhek ganti ivez, en Henbont (un eil lec’h).
En Akademiezh Naoned ez eus bet digoret un hentad er publik ivez, e Blaen.
En eil derez ez eus bet digoret hentadoù divyezhek e 7 skolaj, 4 anezho zo publik (Baod, Henbont, Plouneour-Menez, Rostrenenn), ha 3 zo er rouedad katolik (Kemper, Muzilheg, Pondi). 1 lise katolik ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek, hini Gwengamp.
E deroù miz Here e tlefe bezañ gouezet an niver a skolidi divyezhek.
■