16vet Taol Kurun o tarzhañ ba Kemperle

Chronique publié le 17/12/09 14:04 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16914/16914_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16914/16914_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16914/16914_3.jpg
Botrel Lors Jouin Les Ramoneurs de menhirs : barzhed Breizh holl ?

QUIMPERLE — E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : « Sevenadur pe folkloraj? ». Krouidigezh Lors Jouin gant « ar barzh a zo deuet en dro », abadenn Theodore Botrel gant e mab bihan, Renaud Detressan, kaner e Soldat Louis, met ivez labourioù sirius Dastum gant ar pezh a zo bet dastumet e 1939, displeget d'an arvesterien gant Iffig Troadeg. 1000 bugel o selaou kontadennoù, o teskiñ dañsal (kroget o deus abaoe miz Du), o sellout ouzh filmoù e brezhoneg. Evit aozañ ar festival bodet eo bet aktourien ar sevenadur e bro Kemperle : 5 kelc'h keltiek, ha 15 kevredigezh all. Peadra da sevel marteze un Emglev nevez e Breizh. Da gentañ, a-rok reiñ ar program klok ret eo d'ar stajidi lakaat o anv evit ar stajoù da zont :

d'ar sadorn 19/12 : staj haiku gant Mai Ewen e mediaoueg Kemperle da 2eur e brezhoneg hag e galleg (tem ar bloaz-man : an troad).

d'ar sadorn 16 a viz genver : Molan - staj c'hoariva forom e galleg gant Chantal Pasquier 9e30/5e30 - staj c'hoariva e brezhoneg gant Tony Foricher 9e30/5e30 - da 5 eur, teatr forom ha Romeo ha Julieta gant« strollad Plon8 » 26 euro (gant ar pred)02 98 71 74 94 Kemperle - staj dañs « evit ar re nul » gant Yves Garin, Johann, Agnès ...2e/5 eur, digoust, sal ar c'hoad kaer

d'an 22 a viz genver - An Treou Kerne - staj brezhoneg gant stajoù Koad Pin, (4 live)9e30/17e30 - staj kan ha diskan gant Annie Ebrel (plinn - gant brezhonegerien) 9e30/17e30 Priz : 26 euro (gant ar pred) 02 98 71 74 94

program a-bezh war : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?