15vet kenstrivadeg danevelloù Redon

Communiqué de presse publié le 13/05/14 8:56 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/33/33822/33822_1.jpg

Brav an abadenn gant bugale, tud ar c'hentelioù noz, hag istorioù leun a fent

An tem dibabet oa loened an ti-feurm. Bez oa istorioù gant moc'h ti-feurm Orwell o votiñ, abalamour d'an dilennadegoù, ur vuoc'h sot ivez, eñvorennoù gwechall gant ar re deuet en ur stumm barzhoniel gant ar priz kentañ evit ar re deuet, hag un istor loened a gomz nozvezh Nedeleg gant an eil priz, Mai Ewen. Skolajidi Redon, skol Diwan Kistreberzh, skolioù ar vro o doa kemeret perzh.

Benn bloaz e vo ar mor tem an daneveloù. Plijet e vefe an aozerien da welout muioc'h a dud o tont eus skolioù noz Breizh. Etre konkour danevelloù kêr Karaez, Priz Langleiz, Prizioù ar Vugale hag ar Yaouankiz, konkourioù barzhoniezh haiku... peadra a zo da vroudañ krouidigezh pep hini !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?