150 c'hoarier yaouank e gouel ar c'hoariva

Communiqué de presse publié le 21/06/14 9:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/34/34400/34400_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/34/34400/34400_2.jpg

Aozet gant ar gengevredigezh C'hoariva, setu ar seizhvet gouel gant skolajidi rummadoù divyezhek

Istor un Indian a oa kamm-jilgamm, istor kig karamel ha kig ha farz, Menec'h o c'hoari anv ar rozenn, tud o klask o hent en ur mirdi, pe c'hoazh «Meudig» doare playstation ha bonbonioù karambar war an hent ... Peadra da lakaat Yann ha Marjan brezhoneger(ez) da gaout plijadur war al leurenn pe e touez an arvesterien.

Tud yaouank eus Lanniliz (skolaj publik ha privez), Lannuon, ha Sant Fransez Lesneven o tiskouez labour ar bloaz, dre strolladoù bihan pe gant ar c'hlasad a-bezh.

Konkour ebet, evit ur wech. Ne vo ket a briz kentañ, nag an eil. Dibab an aozerien adalek ar penn kentañ eo.

Mat e vefe mont pelloc'h marteze, o vodañ ar gelennerien galonek a lak o skolajidi da bleustriñ a-hed ar bloaz ur wech ar bloaz evit priziañ an abadenn ha prientiñ raktresoù asambles.

Penaos ijin un hent arzel gant, da skouer, abadennoù a vicher e brezhoneg e pad ar bloaz, komedianed o sikour ar gelennerien, labourat war testennoù heñvel ha diskouez o labour war al leurenn, kalonekaat ar skrivañ, evel e oa bet diskouezet e Plouvien gant kelennerien'zo ?

Met ur burzhud eo dija, gwelout 150 aktour yaouank war al leurenn. Gant ma vo strolladoù c'hoariva e brezhoneg a youl-vat, pe a-vicher, tud dedennet gant ar c'hrouiñ o tiwan ... zoken ma ne oa strollad ebet eus Diwan ar bloaz-mañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?