Pemzek bloaz hep brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 30/03/17 12:46 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/41/41963/41963_1.jpg
Emgav ar vrezhonegerien e cafe Hu'lo d'ar 25 meurzh 2017

Goude m'en doa lidet ar Prizioù o 20 vloaz Digwener 24 a viz Meurzh e Lannuon e « lide » antronoz vintin brezhonegerien Sant-Nazer o 15 bloaz hep brezhoneg er skinwel publik da geñver o 7vet emgav bloaziek er bar Hu'lo e karter Sant-Mark.

End-eeun e voe diskroget an abadennoù brezhoneg war France 3 PdL e miz Gwengolo 2002 a-daol trumm hep bezañ bet kemennet a-raok.

Hiziv c'hoazh en em zidamall France-Télévisions gant an niver re izel a vrezhonegerien en hor departamant, nebeutoc'h eget 1 % ar poblañs, ar memes niver hag en Il-ha-Gwilenn mui-pe-vui.

Hogen n'eo ket ase emañ an dalc'h e lec'h all e Breizh ma 'z eus kentoc'h anv da gas war wel brezhoneg ha sevenadur Breizh a-vremañ eget da skignañ abadennoù evit ar vrezhonegerien hepken.

Forzh penaos n'eus kudenn ebet evit France-Télévisions rak pep hini a fell dezhañ sellout ouzh an abadennoù brezhoneg a c'hell hen ober a-drugarez d'ar skinwel dre internet, e Liger-Atlantel kenkoulz hag e pep poent ar bed !

Koulskoude n'emañ ket Liger-Atlantel a-dreñv a-fet brezhoneg : Naoned a zo deuet da vezañ ar ger meur e Breizh evit deskiñ brezhoneg gant an dud deuet, e Naoned emañ ar skol Diwan brasañ e Breizh hag ar skolaj Diwan nemetañ e Breizh-uhel. A-hend all e vev 33% annezhidi Liger-Atlantel en ur gumun sinet ganti karta « Ya d'ar brezhoneg » e keñver 24 % en Il-ha-Gwilen ha 18 % en Aodoù-an-Arvor hag ar skolioù Diwan o deus muioc'h eget daougementet niver o skolidi abaoe ma 'z eo bet diskroget ar brezhoneg deus ar skinwel.

Ouzhpenn distro an abadennoù brezhoneg er skinwel e goulenn brezhonegerien Sant-Nazer abaoe 3 bloaz e vefe aozet lid ar Prizioù e Sant-Nazer (da laret eo evit ar wech kentañ e Liger-Atlantel) : e 2016 e voe nac'het abalamour d'an dilennadegoù rannvroel bet dalc'het e fin 2015 ? !, e 2017 e voe nac'het abalamour d'an 20vet deiz-ha-bloaz a zlefe degouezhout e Lanuon evel e 1997 hag e 2018 ? Den ebet ne oar evit poent !

Ar bloaz-mañ eo deuet Annaig Cotonnec, kuzulierez Departamant Sant-Nazer d'an emvod e Sant-Mark evit harpañ ar vrezhonegerien ha kadarnaat e labour ar c'huzul departamant evit kas war raok hor goulenn en un doare efedusoc'h eget biskoazh.

Emichañs e vo kreñvoc'h mouezh ar vrezhonegerien ha gwelloc'h klevet adalek bremañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?