Dreist ar vanifestadeg, dreist testenn ar Redadeg, dreist an aergelc'h etre an dud yaouank, kozh, gour, ur mor a dud o tiskouezh nerzh ar Vretoned pa vezont unvan.
Sonerien e leiz, ar bolitikourien, an holl brezidanted Diwan asambles, bugale ha tud yaouank o tigeriñ ar gomz dirak an ti-gar, pevar c'hilometr bale e kalon kêr Gwengamp, ha prezegennoù da heul goude bout selaouet strollad Lies, savet gantañ ton ar Redadeg. Ma n'o deus ket komprenet tud Pariz e rankent respont d'ar goulenn sokial tud Breizh, tud Euskadi (10 000 hiziv er straedoù ivez), e vo diaes da gavout ur respont hep trubuilhoù da zont. Piv a vo trec'h evit an dilennadegoù ? Ar re o do komprenet e oa ret stourm, pe re o deus graet evel ar greenwashing, ur breizhwashing didalvout ?
■