14vet emvod meur ar gevredigezh Roz Glas : stourm evit kelaouiñ

Reportage publié le 20/11/22 20:09 dans Énergie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56418/56418_1.jpg
A-drugarez da skiantourien ar CRIIRAD e oa aet stourm Roz Glas kalz war raok

Nukleel nann trugarez ? Ouzhpenn da se a vez lavaret abaoe 14 bloavezh gant ar gevredigezh Roz Glas staliet e Karnassen. 40 maen gleuz uraniom a zo atav e Breizh, gant un doare da verañ anezho a zo da wellaat.

Bodet disadorn noz e Karnassen, e oa bet lavaret gant ar gevredigezh e oa ret kenderc'hel gant ar stourm : rein da anavezout e oa bet 40 maengleuz uraniom a zo bet e Breizh war ul linenn etre Gwellegouarc'h ha Pondi, gant ur bern tro dro Lignol, Berne, Guern, aze 'mañ pal Roz Glas.

Piv a oar eo dañjerus atav lec'hioù zo, gant ur feur betek 120 gwech ar feur radioaktivel naturel ? Piv a oar pelec'h emaint ? Sanet e oa bet asantet gant ar Ministr Borlow laoskel propoc'h an traoù, met n'eo ket bet graet al labour 'giz faot. Ret e vo d'ar gevredigezh kenderc'hel da vuzuliañ gant un DG5 radioaktivelezh al lec'h. Ul labour memor a zo d'ober ivez : kontet e vez e oa ur bern tud a laboure e maengleuzioù a zo marvet abred-tre e ospital Pondi. Tro dro d'ar maengleuzioù ar feur gant kleñvedoù, krign bev, ... a seblant bout uheloc'h («marv eo tout an dud» a lavare tud kichen «Ar Mine»). Met penaos gouzout hiroc'h pa n'eus ket kalz a dud a gred kaozeal ? Fall ar brud war ar vro, fall evit gwerzhañ tiez, degemer touristed... Met disoñjal pep tra ne rank ket bout an diskoulm gwellañ...

ur film : Bretagne Radieuse, Larbi Ben Chiha, 2021

ur bajenn facebook : Roz Glas

titouroù : 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?