14 vet foar vio e Landerne

Dépêche publié le 5/03/12 21:40 dans Festivals par Eflamm Korneg pour Eflamm Korneg
https://abp.bzh/thumbs/25/25079/25079_1.jpg
Aymeric Poulain-maubant

Diwan Landerne : 14 vet foar vio. 10 hag 11 a viz Meurzh 2012

Ar bloaz-man c'hoazh e klasko skol Diwan Landerne rastellad arc'hant evit paean tud gopret ha n'int ket skolaerien anezho. Strollad skoazell Diwan a c'hortozo 2500 bisiter en ur ober daou zevezh. Gant un nebeut sifroù e vo degemeret ur 100 diskouezher bennaket, 4 prezegenn ha 3 stalig(2 war ar geginnan hag unan all evit ar vugale). Berr-ha-berr e vo digor ar foar adalek 10 eur e sant Ernel (Landerne) betek 7 eur eus an abardaez. (Mont-e-barzh 3 euro, 5 euro an 2 zevezh hag evit netra evit ar re oadet dindan 16 vloaz ). Evel bep bloaz eo bet dibabet un tem. Hini an annez hag ar yec'hed e vo. Muioc'h a zikouezerien war an tem doubl-man a vo kavet neuze o terc'hel stand -man- stand.

Ur c'hoant da zont en dro war an diazezoù eo bet hini an aozerien. « An diazez » da lavared eo pellaat un tammig eus an temoù muioc'h politikel (Evel an « digresk »2 vloaz zo).Daoust d'an dra se e chom ar foar feal d'he fennreolennoù. Ar spered ne chench ket evit kement se. Audrey Bourhis,maouez ouesk anezhi zo prezidentez ar Strollad skoazell skol Diwan Landerne abaoe 5 bloaz : «Meur a ziskouezhour en doa c'hoant dont d'ar foar. Klasket hon eus bet dibab diouzh ar gwellan ha lakaat 2 vuzul da dalvezout. Anat deoc'h ar c'halite bio da gentan ha mod all sachan gwerzhourien a-dost bro pa oa tu ober»

Ar soursi buhezegezh se zo un gwir arouez eus ar foar Landerne abaoe 14 vloaz. Chom a ra un darvoud gwir, muioc'h bepred evit reoù all er vro hag a glask ober kement all gant ur spered dishenvel.

Nevezennoù a-leiz

Audrey Bourhis a renabl an nevezennoù  « Proposin a reomp prezegennoù, stalioù ha dudioù evit ar vugale. Lakaet e vo stalioù kegin ( unan e brezhoneg e vo). Ur mini-ti plouz vo savet ivez gant Micha. Ouzhpenn evit aesamant an holl eo bet feurmet tiez prenn digant an ti kêr. Evel se e vo kempouezhet gwelloc'h ar bloaz man an espas diabarzh hag an espas diavaez. »

Hent-all e tibun ar brezidantez roll an abadennoù a vo an dibenn-sizhun o tont gant ur brezegerez hep he far, Marie Jo Fourès eus Cap Santé, «leun chouk e vez pep prezegenn ganti! eme Audrey Bourhis.  ».

Ar prezegennoù hag ar stalioù 'digoust).

Sadorn:  

2 e 30: Prezegenn «La geobiologiezh, alc'hwez ar yec'hed en annez. » Jean-Marie Lyons, Geobiologour.

Sul

 

11e: Prezegennoù war ar geotoù

 Jacques Joseph LEJEUNE , eus Beljik a studi hag a implij ar yec'hed naturel abaoe 20 vloaz.

Da zigentan e vo displeget pennreolennoù enerjetik, an oberour a ziskouezho goude 5 gwlec'h hag o madoù war ar vuhezegezh hag ar startijenn war pep hini ac'hanomp.

2 e 30:Prezegenn:»Louzaouerezh familh ha bouedaj yac'h »gant Marie-Jo Fourès, CAP SANTE.

 Prezegenn war ar boued hag al louzaouennoù.

  Peseurt bouedoù dibab evit gwellat ar yec'hed pe e barean?

  Peseurt spisoù choaz evit krenvaat e gorf ouzh ar c'hlenvedoù ?

  Peseurt louzaouennoù implijout goude ar goanv?

4 e : Prezegenn war an annez gant «Approches», Monsieur Perrin.

Ar stalioù

11 e: Stal gegin (e galleg ): «Un doare all da geginan glazur evit predoù reolian boued hag ekolojik. Gant Aurélie Stéphan, gopraerez e Bioccop »La clef des champs« e Landerne.

 

4 e: Stal Keginan e brezhoneg: »Keginan ha yec'hed mat« gant Aline Bergot hag Eliane Talabardon. Animatourezed abadenn  »Yec'hed mat d'an holl" war Arvorig FM.

 

Evit ar vugale

2 stal (evit nitra): sevel un ti plouz gant Misha gant sikour ar vreuriezh Triporteur.

D'ar sadorn 10 a viz Meurzh 3 eur /5 eur

D'ar sul 11 a viz Meurzh 3 eur/5eur

Gouzout hirroc'h ha lakaat e anv: 06 30 51 23 84


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?