12.000 den e Kemper evit gwirioù ar yezhoù bihan

Rapport publié le 31/03/12 22:01 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
manifd.mp4

Strolladoù politikel, kevredigezhioù, skolioù, kalz a yaouankizoù a-dreñv karr-samm Aita, hag un nerzh nevez e manifestadegoù Breizh. Evel Nolwenn Korbell o kregiñ he abadenn o lavarout ma ne cheñch ket ar gouarnamant gant doareoù nann feuls e vo ret soñjal ober mod-all !

C'hwitet penn kentañ ar vanifestadeg gant tud o loc'hañ re abred, ha diaes eo bet neuze da vodañ an dud dre vro evel oa bet raktreset. Naoned, divroidi Paris, Bro Leon, Gwened, Treger, ha Kerne evit echuiñ.

Met e kreiz an dibunadeg e oa a bep seurt sonerezh, laz kanañ ramzel gant ur c'hant bennak a ganerien, ur bagad gant ur c'hant bennak a sonerien, ur strollad tud yaouank o huchal «Stourm, stourm, stourm !»

Hag evit echuiñ ur sonadeg dispar gant Nolwenn, Bernez, Les Ramoneurs de menhirs, Tayfa, Gwennyn Louarn, deuet digoust evit skoazell ar yezhoù bihan.

50.000 den o vanifestiñ e bro C'hall a bezh, hag e vo bouzar ha mut c'hoazh pennoù bras bro C'hall ?


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
Loc’het o deus ar re gentañ war-dro 2 eur hanter, d.l.e. un hanter-euriad diwezhatoc’h eget ma oa bet raktreset. Diase-tre eo bet d’ur c’harr-boutin o tont deus Naoned kavout e hent e Kemper, rak abegoù liesseurt. Daoust da-se e veze an Naonediz e penn-kentañ an dibunadeg etre reoù an UDB ha sonerien Kemperiz anezhe. War-lerc’h? Ne ouian ket… ken niverus e oa an dud – 12.000 hervez-kont war an dachenn, 10.000 hervez kazetennoù zo - ma vije diposubl krenn kaout ur sell hollek, d’ur penn-d’unan all.

Ar pezh zo sur: heol ha peoc’h a veze er straejoù ha war ar plasenn. Startijenn ha joa e kerbenn bro Gernev!

Ma fellfe din rein un tamm testeni e vefe diwar paotred ha merc’hed Ai’ta. Plijus ha fentus an abadennig bet savet gante. Un dra nevez, evid kalz a dud, hag a ziskouez mat eo kreñv polontez tud eus ar vro gwelout paneloù divyezhek e pep-lec’h. Tra ebet distrujet, diskroget nemetken hag ouzpenn-se adroet d’ar melestradurezh evel ma vez lâret en atersadenn graet ganeoc’h.

Ha “Quimper”, pegoulz e teuio da vezañ “Kemper” hec’h añv, evit gwir, adarre?


Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?